Mont d’an endalc’had

Sons of Anarchy

Eus Wikipedia
Logo Sons of anarchy

Sons of Anarchy zo ur stirad skinwel stadunanat savet gant Kurt Sutter ha skignet etre 2008 ha 2014. Reiñ a ra tro da heuliañ buhezioù torfedourien war moto, izili eus ur gang. Ar re-se a vev e Charming, ur gêr ijinet eus Kalifornia. Er stirad e kaver an aktour Charlie Hunnam evit Jackson "Jax" Teller, a zo besprezidant ha goude-se prezidant ar gang. Kemer a ra plas e dad-kaer, Clay Morrow, goude ur vot eus an izili. Ur wech pignet en aozadur e krog da brederiañ war ar gang. An temoù pennañ eo ar genvreuriezh, al lealded hag an dasprenerezh.

Poltred e-pad filmerezh ar stirad. Gwelet a reer un ezel eus ar gang gant an ardamez ouzh e chupenn.